Kanol duellennel en arfrank ouzh unan eus he fennoù. — korzenn ar grozh (Gl. t. utérine ou t. de Fallope Sz. uterine tube) : pep hini eus an div gorzenn gaherlienennek oc'h askouezhañ a-gostez korn ar grozh hag o kabellañ ar vierez gant o fempilhoù, o kas ar vigellig eus ar vierez betek kavenn ar grozh. — korzenn glevedel (Gl. t. d'Eustache ou t. auditive Sz. eustachian tube or auditory tube) : kanol aergaser askornmigornel o kehentaat kavenn an daboulin hag ar fric'hargadenn.