Stad naouus dre vezañ ur c'hromozom dreistniver war ur re gromozomoù. An ezreolded a c'hell angorzhañ ar gonozomoù pe an aotozomoù o tevoudañ ur c'hleñved dre c'houskoevad kromozomel. Kiriek eo an drizomiezh 21 da azoniad Down : kevreted, adalek ar c'hanedigezh, ul labanded hag un enebrezh dibarek, hag ivez kammneuziadoù diseurt.