Unan eus an hormonoù skoedel. N'en kaver er gwadveiz dindan e furm diere nemet a gementad bihan ; rak, daoust ma 'z eo pouezusoc'h ar furm-se eget an tiroksin T4 (nebeut ereet eo T3 ouzh ar protreinoù), tennet eo diouzh ar gwad adal ar furmadur anezhañ hag arveret gant ar gwiadoù. Emañ ar gwadveizvec'h anezhañ er gavael 70-190 ng / 100 mL. — azoniad T3 ha T4 isvec'hiek (Gl. syndrome de basses T3< et T4 et T4 Sz. euthyroid sick syndrome) : leiadur bec'h hollel an T3 kevret pe get gant hini an T4 hollel (an TSH o vezañ reol) stadet e-kerz kleñvedoù anskoedel diseurt grevus kenan (sl. thyroïdiennes : hormones ∼ ).