Preder

Geriadur ar vezekniezh

tricho-rhino-phalangien : syndrome ∼tricho-rhino-phalangeal syndromeazoniad g. briger-fri-oeñsoù

Kevreted hêrezhel dibaot kammneuziadoù, o c'hoarvezout eus : briger rouez, ur fri e stumm ur berenn, bizied ulmennek ha kenforc'hus. War ar skinlunioù e stader un neuz kernennek eus talpennoù an oeñsoù, a adkaver en un nebeut kleñvedoù hêrezhel. An azoniad-se a ve nes da gleñved Thieman ; ur seurtad akrodisplaziezh eo. Bremañ e lakaer kemm etre ar rizh I, treuzkaet hervez ar mod aotozomek trec'hek, hag ar rizh II, anvet ivez azoniad Langer-Giedon, skignek, naouus dre ec'haskornennoù liesel, ha kevreted un dilerc'h bred.

Kent War-lerc'h