Preder

Geriadur ar vezekniezh

trichophytietrichophytosistrikofitiezh b.

Kleñved devoudet gant dinodadur war c'horre ar c'hroc'hen eus ur foue arvevat a 'r genad Trichophyton. Sezet e vez war ar vrigenn ma tec'han an tagn touzus, war ar barv ma tevoud ar sikoziz trikofitek hag ar c'herion, war ar rannbarzhioù blouc'h ma tec'han an eror kelc'hennek ha war an ivinoù, tizhet neuze gant an onikomikoz trikofitek. — Dav eo dispartiañ diouzh an trikofitiezhoù an tagn touzus diwar spor bihan Gruby-Sabouraud, nad eo ket enbeziat er stroll-se ; devoudet eo gant ur foue Sabouraudites (pe Microsporon) audouini, nad eo ket un trikofiton (sl. microsporie ha tokelau).

Kent War-lerc'h