Erialerezh gant protozoed eus ar genad Trichomonas. Ar furm baotañ zo an trikomonaz troazhañ-genel, diwar Trichomonas vaginalis, oc'h erzerc'hañ gant ar venev dre ur gouinfo ha gant ar gourev dre ur c'hantroazhfo diheverzh ; dibaot kaer eo du-mañ an trikomonaz pervezel (diwar Trichomonas intestinalis).