Kleñved devoudet gant euvridigezh kig hoc'h trikinek. O tarvezout ent darreuziadek, dibaot kaer eo du-mañ hag er broioù ma vez poazhet ar c'hig hoc'h hir a-walc'h. A-wechoù ez eo bet devoudet gant euvridigezh kig hoc'h-gouez pe marc'h (ar c'hig-mañ debret kriz). Erzerc'hañ a ra da gentañ dre strafuilhoù koazhadel, ha goude dre un derzhienn uhel, un asikted, klopennadoù, glazioù, dargrezadoù kigennel, hag erziwezh dre ur gouliñv tro-bod, oc'h aloubiñ a-wechoù an dremm a-bezh, an izili hag ar c'hef. Imbourc'h ar gwad a ziskouez ur muiadur bras eus feur an eozinofil, ur muiadur eus feur an enzimoù kigennel, hag erziwezh un erwezh gwadveizel spesadel. Gwechall e veze marvus an trikinoz.