Kefroù andiarvenn ar c'horf a-bezh pe a-zarn, dre luskelladoù bihan herrek, kembezus ar peurliesañ gant ur fiñvren diarvenn, un tammig nebeutoc'h resis. Ar c'hrenerezh a c'hell erzerc'hañ er paouez (kren diasavel, Sz. rest tremor, a vez arsellet e kleñved Parkinson) ; a-geñver gant ur fiñv (kren fiñvel ), dreist holl mard eo lusket evit ur pal savelet (kren diarvenn, Sz. action tremor, ar skleroz strewek). Erziwezh e c'hell bezañ ur c'hren loadurel (Sz. postural tremor) oc'h anadiñ hepken pa vez dalc'het ul loadur, hennadek ha hêrezhel.