Nep keuziad o tiraez ar c'horf pe ar bred sellet en e amveziadoù ha, war un dro, en e heuliadoù er gouziviad. E Gl. e lakaer kemm etre trauma ha traumatisme, petra bennak ma arverer an daou evel kenster peurliesañ, hag a-zivout bred koulz hag a-zivout korf. E Br. e c'haller ober gant daraezañ hag an deveradoù, ar bonad daraez o verkañ an anaf lec'hel devoudet gant ur feulster diavaez, koulz hag an dianlenadoù lec'hiek ha hollek anezhañ.