Kammneuziad wazhiedel ganedigel, an aortenn o tinodiñ eus ar c'hofig dehou ha kef ar skevent eus ar c'hofig kleiz, kevredet gant ur c'hehentad etre-kentezoù, etre-kofigoù pe gant un dreistpad eus ar san dalmerel. Ent klinikel ez erzerc'h dre ur c'hleñved glas grevus, marvus ent emdarzh e-doug an daou vloavezh kentañ eus an hoali dre wadisvec'h oksigen pe dre falladur ar galon. Azoniadoù Taussig-Bing ha Beuren zo seurtadoù a gammload darnel an talmerennoù. Dereizhet eo ar c'hammload (disklot daouek), pa vez, daoust da drevnadur ezreol ar funell wazhiedel, porzhet ar c'hef skevent gant ar c'hofig gwazhiennel (a zo al luniadur diabarzh anezhañ hini ar c'hofig kleiz, kehent gant ar c'hentez dehou dre un igorenn dezhi un trapig daouvroudek) hag an aortenn gant ar c'hofig talmerel (dezhañ ul luniadur diabarzh evel ar c'hofig dehou, e kehent gant ar c'hentez kleiz dre un igorenn dezhi un trapig tribroudek). Reol e vez neuze arc'hwel ar galon. Lavaret e vez ez eo dereizhet ar c'hammload, pa vez lakaet an trevnadur amañ diaraok da vezañ diglok ent arc'hwelel gant kammneuziadoù kalon kevredet, dulaseiat pergen.