Preder

Geriadur ar vezekniezh

transplantation¹transplantation, grafttreuzplantañ

Imboudañ un organ eus un hinienn ouzh unan all, gant assav ar gendalc'hegezh wazhiedel. Merzhomp e tenn da steuziañ ar c'hemm a lakaed etre imboudañ ha treuzplantañ, eleze ensezañ un organ a-bezh erlamet diouzh un den all. — treuzplantañ unspesadien, unspesadimboud (Gl.  t. allogénique Sz. allogenic graft) : arverañ un imboud a un spesad (unspesadimboud) hag a c'henezh antigenel kevarall. — treuzplantañ unanien, unanimboudañ (Gl.  transplantation autologue Sz.  autologous graft) : an treuzplant a zeu eus ar bevedeg e unan. — treuzplantañ allspesadien (Gl.  t. hétérologue ou xénogénique Sz.  xenograft) : an treuzplant a zeu eus ur spesad kevarall. — treuzplantañ unhilien, unhilimboud (Gl.  t. isologue ou isogénique Sz.  isologous graft) : arverañ un imboud hilunglad, erlamet diouzh ur gevell unviel, da skouer.

Kent War-lerc'h