Preder

Geriadur ar vezekniezh

transittransittrehentiñ

Tremen ar boued dre ar forzhioù koazhañ. Graet e vez ivez gant an deveradoù trehent, trehentadur. — trehentadur baritek (Gl.  transit baryté Sz.  Barium X-Ray Contrast) : skinimbourc'h ar ganol vezhur goude bezañ euvret un aozad dargemm diwar sulfat bariom. — prouad trehentiñ ar vitamin B12 tiellet (Gl.  épreuve ou test du transit de la vitamine B12 marquée Sz.  radioactive vitamine B12 uptake test) : savelañ ar skinoberiegezh e par an avu ur sizhunezh war-lerc'h euvridigezh B12 tiellet gant kobalt skinoberiek. Gant ar gouzrec'h bonan e vez kontet ouzhpenn 1000 skog/min. E degouezh amwad Biermer e leia skinoberiegezh an avu, o vezañ ma n'eo ket suget ar vitamin B12 dre berzh ezvezañs ar barenn enien, hag izeloc'h eo neuze niver ar skogoù eget 200 ; hogen dont a ra da vezañ reol en-dro, mar azdoder ar barenn enien ouzh ar vitamin B12.

Kent War-lerc'h