Ne sell an azoniad nemet ouzh ar brazezdedoù gevellek, ma rann ar c'hrouelled an un torzhienn, evit 15 % ar brazezdedoù unkorion daouamnion. An anaez-se a zevoud un digempouez e kas ar gwad etre an div grouell. Unan eus an daou c'hevell — ar roer, an treuzskuilher — a leia kas e wad, en ervez da zec'han amwadoù pe un dilerc'h kreskiñ. Ar gevell all — ar roadour, an treuzskuilhadour — a vuia kas e wad, pezh zo en ervez da zec'han kudennoù kalongwazhiedel. Tu zo da zereizhañ ar blegenn-se dre wezhiañ gant al laser war an amred krouell-torzhienn, pe / ha dre zelankañ ar gwilioud kent termen (dre kezarian alies).