Protein ( b-globulin) eus plasma ar gwad o lenañ an houarn hag ouzh e zezougen betek mel an eskern. Er stad vonan ez eo an transferrin peurvec'hiet evit an drederenn eus he lenusted. Ar c'heñver houarn gwadveizel / lenusted hollel a vez izelaet en amwadoù olhouarnel hag uhelaet er gwadloezioù henek, en amwad Biermer hag en hemokromatozioù pergen. — transferrin divigat en hidrat karbon (Gl. transferrine déficiente en hydrate de carbone Sz. carbohydrate deficient transferrin, CDT) : hollad tri c'hediad keitdelun eus an transferrin andinoadus er gwad dre RIA (hentenn skinhangaeel) pe EIA (hentenn hangaeenzimatek) hag a gresk ar gwadvec'h anezho ent heverk e degouezh bevezadur alkool etilek reñverek ha henek (muioc'h eget 60-80 g alkool dre zeiz e-pad 8 deiz da nebeutañ). Ur merker spesadel ha kizidik kenan eus an alkoolegezh henek eo, er c'hontrol eus ar gamma-glutamil-transferaz hag eus ec'honad keitat an hemati.