Preder

Geriadur ar vezekniezh

transaminasetransaminasetransaminaz g. -ioù

Nep enzim o treluskañ an treuzdoug eus strolloù amin (−NH2 ) an amindrenkennoù war drenkennoù ketonek pe aldehidoù (treuzaminadur pe dezaminadur), o tasperzhiañ evel-se e dispennadur ar proteinoù hag en enaozadur ar glukoz diwar danvezennoù anglukidek. Emañ an transaminazoù e gwiadoù diseurt gant bec'hioù kevarall ; tremen a reont er gwad da-geñver anafoù gwiadel ha gallout a reer o dezventañ e rezh transaminaz glutamek-oksaloaketek (Sz.  ) an amindrenkennoù war drenkennoù ketonek pe aldehidoù (treuzaminadur pe dezaminadur), o tasperzhiañ evel-se e dispennadur ar proteinoù hag en enaozadur ar glukoz diwar danvezennoù anglukidek. Emañ an transaminazoù e gwiadoù diseurt gant bec'hioù kevarall ; tremen a reont er gwad da-geñver anafoù gwiadel ha gallout a reer o dezventañ e rezh transaminaz glutamek-oksaloaketek (Sz.  glutamic oxaloacetic transaminase, GOT. Anvet ivez aspartat-aminotransferazoù ASAT) hag e rezh transaminaz glutamek-piruvek (Sz.  glutamic-pyruvic transaminase, GPT. Anvet ivez alanin-aminotransferazoù ALAT). Ar GOT (pe ASAT) a gresk ar gwadvec'h anezhañ e degouezh a angwazhiad ar c'haher kalon pe a anafoù eus kelligoù an avu. Evit ar GPT (pe ALAT) a gresk ivez ar wadvec'h anezhañ e degouezh a anaf lemm eus kelligoù an avu. Bec'h reol uc'hek an daou dransaminaz e-kerz an avufoioù pistriel ha poreel zo par pe vihanoc'h eget 30 unanenn etrevroadel/L.

Kent War-lerc'h