Preder

Geriadur ar vezekniezh

trachometrachomatrakom g.

Kornkevresaefo tredizhus a zedro henek, diwar ur bakteri bihan treuzkaset gant ar c'helien hag ar rikoù emwalc'hiñ, Chlamydia trachomatis. Naouus eo dre furmadur bolc'hennoù, dre un uswe begennel hag ur pannuz eus ar gornsae, o tevoudañ anafoù kleizennel rizhek. Emañ en ervez da zisoc'h gant an dallder. Broreuziadek eo rannbarzhioù 'zo eus Afrika hag Azia, en Egipt pergen, ken ma komzer ivez a lagad fo egiptat, a kevresaefo greunek.

Kent War-lerc'h