Enzim en araez da dreuzfurmiñ un izomer eus an DNA en unan all dre zigeriñ ha serriñ an ereoù fosfodiester. An topoizomerazoù eus ar rizh I a wered war ur widenn DNA hepken, ha re eus ar rizh II war an div widenn. Tolc'herioù 'zo eus an topoizomerazoù a vez arveret er yac'haat (antrakiklinoù, kinolonoù) (sl. isomérase ha hélicase).