Preder

Geriadur ar vezekniezh

tonofibrilletonofibriltantwian g.

Anvet ivez kitokeratin, ur rizh keratin enkitoplasmel e rezh edañvoù, o furmiñ ar c'helligatel, ent dibarek hini ar c'helligoù epitelel (lakaet e-barzh ar glaourgennoù hag ar gwagrennoù), hag ivez an ivinoù, ar blev. Ar monomeroù kitokeratin zo ereet kenetrezo dre volekul filagrin. Arc'hwel pennañ an tantwianoù zo amparañ framm teirment diabarzh ar gellig. Parzhek e golo ar gellig hag er sarkomeroù ez amparont ur gael reut a vir ouzh ar garvevion a enteiñ hag a azdalc'h an dour er c'helligoù evit hepkoriñ an dourisvec'h kelligel. Dasperzhiañ a reont ivez e juntadoù etrekelligel 'zo (desmozomoù).

Kent War-lerc'h