Prouad oc'h andalañ, in vitro, kaouledusted vloc'hel ar gwad. Lizh da J.-P. Soulier : “Ar prouad a c'hoarvez a vuzuliañ padoù kaoulediñ pevar standilhon 0,5 mL an un plasma oksalatet hag adrazekaet e diraez a) 0 ; b) 0,3 ; c) 0,7 ha d) 1 unanenn heparin dizolc'het e 0,1 mL dileizhad kengrennek”. Azdodiñ heparin a laka an dazgwered da vezañ kizidikoc'h dre c'horrekaat ar buanez kaoulediñ ha dre greskiñ ar forc'hadoù etre ar gwerzhadoù bonan hag ar re gleñvedel. An kez pad, keñveriet atav ouzh hini ur plasma test a verra e degouezh tromboz, a hira e degouezh olpladanoù ha, dreist holl e degouezh hemofiliezh. Ar prouad a gevaraez heuliañ disoc'hoù ar mezegadurioù enepkaoulediñ.