Preder

Geriadur ar vezekniezh

thyroxin binding globulin (TBG)thyroxin binding globulin (TBG)globulin g. tiroksinlenus (GTL)

Ar globulin tiroksinlenus zo unan eus an tri rumm proteinoù dezouger hormonoù skoedel er gwad, an daou all o vezañ an transtiretin (TTR, anavezet ivez dindan an anv TBPA) hag an albuminoù gwadveizel. A-douez an tri ez eo an TBG a zo dezhañ al lenusted uhelañ evit an tiroksin (T4) hag an triiodotironin (T3), hogen, a-gevenep d'an daou rumm all a broteinoù, n'eus nemet un hanload o lenañ an T4 pe an T3 evit pep molekul. Ha bez' ez eo ivez an TBG ar rumm gant ar bihanañ gwadvec'h. Nag evit se, e treuzdoug an TBG 70 % eus an T4 ha 65 % eus an T3 er gwad. Gwadvec'h an T4 hag an T3 zo ken izel, ma 'z eo gannet dibaot a wech an TBG betek ouzhpenn 25 % gant ur molekul hormon skoedel. An hormonoù skoedel lenet ne entoont ket er c'helligoù ha neuze e vezont sellet evel anniñvek ent bevedel. Arc'hwelañ a reont evel ur c'hadavad amredat.

Kent War-lerc'h