Stad kleñvedel diwar ur borc'hañ endeuat pe un diounit reñverek a hormonoù skoedel : an tiroksin (T4) hag an triiodotironin (T3). Ar c'hleñved-se zo ur furm a skoedusvorc'hegezh vuiek dibaot a-walc'h diwar ur miarc'hwel eus ar wagrenn skoed. Ar arbenn pennañ a vez kleñved Basedow, e 70-80 % eus an degouezhioù. Tizhet e vez ar beneved yaouank pergen gant ar c'hleñved unanhangaeel-se. Menegomp ivez, a-douez an arbennoù all : adenom pistriek ar skoedenn, ar pennsac'h pe nozelenn bistriel (usvorc'h hormonoù skoedel) ha, dibaotoc'h, ur skoedennfo goulemm. Kemm zo etre an azonoù hag etre ar c'hreñvder anezho a-geñver gant an hiniennoù hag orin ar c'hleñved. Erzerc'hañ a reont dreist holl dre dizhad an nervreizhiad (rastrid, kalonustead, usc'hwez, kren an daouarn, strafuilhoù an noa, nervennegezh, enkrez, anhun). Er par korfel ez erzerc'h ivez an tirotoksikoz dre vouilhadoù tomm, ur santad a itik o padout, koll tolz kaherel. Hag eñ kentoc'h kuñv gant ur gouzrec'h yaouank bonan, emañ an kez naoued en ervez da gaout dianlenadoù grevusoc'h gant tud tizhadusoc'h : merc'hed dougerez, nevezc'hanidi, kalongleñvion, isvagidi. O vezañ ma 'z eo ar skoedenn ur wagrenn o tasperzhiañ er c'hreskiñ hag er c'hennnevid, emañ en ervez an tirotoksikoz da wazhañ diorreadur un oadour yaouank. — tirotoksikoz kentael (Gl. t. primitive Sz. primary t. : o tinodiñ adalek tizhad ar skoedenn. — tirotoksikoz eilvedel (Gl. t. secondaire Sz. secundary t. : o tinodiñ diwezhat pe ziwezhatoc'h e-doug dedro ur pennsac'h (sl. goitre basedowifié ou basedowifiant).