Preder

Geriadur ar vezekniezh

thyréostimuline (TSH)thyroid stimulating hormonetireostimulin g., TSH

Hormon borc'het gant ar rakgougorfenn, dezhañ da wered kentraouiñ borc'herezh hormonoù ar c'hougorfenn. Arouleviet eo ar feur anezhañ gant bec'hioù an hormonoù skoedel T3 ha T4 er plasma. — prouad an tireostimulin (Gl. test à la thyréostimuline, Sz. TSH test) : keñveriañ delenadur an iod skinoberiek gant ar skoedenn a-raok ha goude ensinkladur TSH. Uhelaat a ra an delenadur e degouezh a skorted skoedennel gougorfennien. Gant ar gouzrec'h bonan, ar prouad a gresk delenadur an iod skinoberiek eus 60 da 80 % er 24vet eur.

Kent War-lerc'h