Polipeptid borc'het gant an toazon, bezant er gwadveiz hag o kendaoliñ da hangaec'hougon al limfokit toazonamplegat (limfokit T), gwezherioù an hangae kelligel. Lies hormon toazonel zo bet deskrivet : an timozin, an timin, ar barenn dourennel toazonel, ar barenn toazonel gwadveizel (anvet nevez 'zo timulin) (sl. cellules thymodépendantes).