Preder

Geriadur ar vezekniezh

thrombusthrombustrombuz g.

Kaouledenn wad furmet er galon pe en ur wazhiedenn, ma tec'han un tromboz. — trombuz gwenn pe trombuz kengludañ (Gl. thrombus blanc pe thrombus de conglutination Sz. white trombus, white clot) : trombuz amparet gant pladanoù dazgludet gant leukokit kempeget outo. N'eo ket ur gaouledenn wad, pa n'eus ennañ na fibrin na hemati. — trombuz speurel (Gl. thrombus mural Sz. mural thrombus) : trombuz furmet e par un anaf eus an enkalonenn. — trombuz ruz pe trombuz emledañ (Gl. thrombus rouge ou thrombus de propagation Sz. red clot) : kaouledenn amparet gant kelligoù ruz ha gant un nebeut kalzadoù pladanoù engronnet en ur rouedad fibrin, a emfurm, e degouezh a dromboz engwazhiedel, war an trombuz gwenn, oc'h emledañ e tu red ar gwad ouzh speur ar wazhiedenn, glenet mui pe vui outi (sl. coagulation, fibrine ha hémostase).

Kent War-lerc'h