Hentenn amkanet da andalañ, e plasma ar gwad, bec'h ar 4 farenn gaoulediñ (protrombin, prokonvertin, parenn antihemofilek B ha parenn Stuart), a zo dindan wered ar vitaminKdolc'herioù. Muzuliañ a reer buanez kaoulediñ e 37 ∘ C ar plasma bet kitratet ha mesket gant kediuzenn Owren, o c'hoarvezout peurgetket eus kefalin, tromboplastin goarwered ha kloridenn galkiom. Ent reol e pad ar c'haouledadur 35 eilenn. Ar prouad-se, aes da embreger, a vez ergemennet evit eveshaat gweredoù enepkaoulediñ ar vitaminKdolc'herioù. Bastus e ve an kez gweredoù pa vez disoc'hoù prouad Owren er gavael 10 da 25 % eus ar werzhad reol. Hogen, evel muzuliañ amzer Quick, ne imbourc'her gant prouad ar parennoù kaoulediñ nemet ur gennad eus ar c'haoulediñ ha ne ditour ket ar gaouledusted hollek.