Enzim lipoidek dilaosket dre zispennadur an trombokit hag a dreuzfurm an tromboplastinogen e tromboplastin. Emañ ivez an tromboplastinogenaz en holl wiadoù eus ar bevedeg (sl. parennoù (pro)tromboplastek). — Digemmañ a reer lies parenn bladanel, en o zouez ar barenn bladanel 2 protidek hag ar barenn bladanel 3 fosfolipidek, an div o kevaraezañ furmiñ ar fibrin ; ar barenn bladanel 4, en araez da neptuiñ an heparin ha danvezennoù all, evel an ec'haozadoù diwar ar fibrinogen hag ar fibrin, dezho ur perzh eneptromboz.