Argerzh kleñvedel naouus dre furmadur er gwazhiennoù eus kaouledennoù gwad en arvar d'en em zistagañ ha da grouiñ enfreier skevent. Digemmet e vez daou rizh : ar flebotromboz hag an tromboflebit. — Degouezhioù 'zo eus ar c'hleñved trombozenfraouek adfeilhus kentael, gougevret ouzh ar rizh kentañ, o tarvezout gant gouzrec'hed yaouank, zo kleñvedoù molekulel, diwar un divig trombindolc'her III pe protein C, diwar ezreolderioù ar fibrinogen pe reizhiad ar fibrinloezañ.