Preder

Geriadur ar vezekniezh

thrombo-angéite oblitérantethrombo-angeitis obliteranstromboangeit g. anforzhus

Azoniad arsellet hogos hepken gant goureved yaouank, a orin semitek, eus Kreizeuropa, o revutuniñ. Naouus eo dre un hollwazhiedfo lemm anforzhus strewek, o wazhañ da gentañ talmerennoù pellek an divesker, o tedreiñ dre resmiadoù gant laurioù, tizhadoù ar gwazhiennoù ha gouliezoù. An adfeilhoù kenheuilh a zedro da vuturniadurioù ha d'ar marv en un nebeut mizvezhioù pe vloavezhioù. Evit aozerion 'zo e c'hoari an uc'harc'hwel uslounezhel ur roll gourfouezus e dinodadur ar c'hleñved-se. Dindan gevarguz emañ hiniennded an kez azoniad.

Kent War-lerc'h