Preder

Geriadur ar vezekniezh

thrombinethrombintrombin g.

Enzim o tisoc'h diouzh blivadur ar protrombin er plasma hag a dreuzfurm ar fibrinogen e fibrin. Amparet eo e-doug kaouledadur ar gwad dre dreuzfurmadur ar protrombin dre an tromboplastin (er gwad pe er gwiadoù), ar c'halkiom ha parennoù kaoulediñ all moarvat (akelerin ha prokonvertin). —  amzer an trombin : pad ar c'haoulediñ muzuliet war ur plasma dirazekaet, ha goude adrazekaet e bezañs ur reñver trombin ; an disoc'h zo pad ar fibrinfurmiñ a zo e dalc'h kementadoù ar fibrinogen, an antitrombin hag an heparin endalc'het er plasma. Ent reol e vez er gavael etre 2 ha 4 eilenn (sl. antithrombine ha antithrombotique).

Kent War-lerc'h