Preder

Geriadur ar vezekniezh

thrombasthénie héréditairehereditary thrombastheniatrombasteniezh hêrezhel

Anvet ivez tromboasteniezh Glanzmann, azoniad gouliñvel hêrezhel dibaot, treuzkaset er mod aotozomek enkilek, leteñvel ouzh ar purpura olpladanel hennadek, diforc'h dioutañ avat dre berzhioù ar pladanoù a zo dezho, hag int reol o niver, ul liesseurted a neuzioù hag a lenidigezhioù ouzh al livuzennoù ; ouzhpenn se n'int ket tuet da dazañ e nep doare. Arstalek eo ankurzhusted ar gaouledenn, uspad an diwadañ, arouez ar rolt. Devoudet eo ar c'hleñved-se gant ezvezañs (rizh I ) pe gant divig (rizh II ) eus ar gemplezh c'hlikoproteek IIb-IIIa.

Kent War-lerc'h