Kleñved devoudet gant arver an Thorotrast®(dioksidenn doriom), evel aozad dargemm e skinouriezh ar gwazhied, betek ar bloavezhioù 50 hag a gevaraeze, en amzer-se, kaout disoc'hoù dreist. Hogen hir kenan e oa an ezvevennidigezh anezhañ ha devoudañ a rae ur skinata (a, b ha g) hirbad eus ar bevedeg, kiriek e lies degouezh da zarvoudoù diwezhat (eus 15 da 20 vloaz war-lerc'h ensinkladur an aozad), evel kirroz pe kankr an avu, pe a-wechoù tizhad mel an eskern. Bremañ ez eo aet da get an torotrastoz, o chom, avat, evel ur skouer tragek eus an dienlenadoù argevezus a c'hell c'hoarvezout da heul diounezadur un aozad nevez..