Rann grec'h ar c'hef, kenereet ouzh ar gouzoug hag an izili krec'h, dispartiet diouzh ar c'hof gant ar gelc'hspeurenn. Atel ar speur anezhañ zo amparet gant mellennoù ar brusk, ar glerenn hag ar c'hostoù ; er gavenn anezhañ emañ ar skevent hag ar poullkreiz.