Preder

Geriadur ar vezekniezh

Thompson : maladie de ∼ ◊ ◊ kleñved b. Thompson

Amwad loezadel hêrezhel henek, hep sferokitoz, gant harzder grennel reol an hemati ha dibare diwar-bouez ar felc'hezvenañ. — An hennad-se zo bet rannet da gentañ gant Selwyn ha Dacie (1954) e daou rizh : ar rizh I a zo reol ar gwadunanloezañ en tesaer e 37  ha dilerc'het ent reol dre azdodiñ glukoz ; ar rizh II a zo muiaet kenan ar gwadunanloezañ e 37  ennañ, hogen hep ma ve dilerc'het dre azdodiñ glukoz. — Kleñved Thompson a ranner bremañ e : amwadoù loezadel olenzimel, amwadoù gant ebarzhennoù (pe luniadoù) eneritrokitel ha troazh du (a zo da lakaat moarvat e stern an hemoglobinozioù), amwad gant porfiriezh ruzparien hag amwad dre zaskemm koc'henn an hemati.

Kent War-lerc'h