Hentenn oc'h arverañ ar skinad danruz ec'hodet gant ur gouzrec'h ent naturel. Seul uheloc'h eo gwrezverk un tachad eus ar c'horf, seul vrasoc'h an ec'hodad anezhañ. Ar gwrezwezad a gevaraez dinoiñ tachadoù tizhet gant un anaezad, o vezañ ma 'z eo uheloc'h ar gwrezverk en o far. Seurt hentenn a vez arveret evit ar bronnanaezioù pergen, ent dibarek yoc'hennoù gwagrenn ar vronn.