Angevezh opiomek kemplezh a c'hoarveze eus ur c'hwegont bennak a zanvezennoù, an delun anezhañ o vezañ deveret eus hini ar mitridat. En deroù e tremene da hollzigontamm evit ar binimoù, ha goude evit ar pistrioù dre vras, hag a-benn ar fin o tont da vezañ un doare peurlouzoù, a-ziavaez pe a-ziabarzh. Arveret e veze betek dibenn an 19vet kantved, pe-dost.