1 A-zivout ar yac'haat, prederiadur ar c'hleñvedoù. 2 Diskiblezh o plediñ gant prederiadur ar c'hleñvedoù, eleze an araezioù liael, surjianel pe all amkanet da bareañ pe skañvaat ar glañvourion. 3 Hollad an araezioù dibabet da brederiañ ur c'hleñved. A se an termenoù liesseurt (gant an deveradoù anezho : mezeg adur, prederiadur), pa dalvezont holl : “ober war-dro, klevout diouzh, plediñ gant” un den klañv. An hini diwezhañ a dalvez ivez en deveradoù evel lostger : kouronkkurañ, gwaskkurañ, gwadveizkurañ, bredkurañ, kobaltkurañ ….