Azoniadoù nervel diwar un anaf eus an derc'hvel hag eus ar rannbarzh danlec'hiet, anezho : an azoniadoù kostezel (azoniad derc'hvelel klasel pe azoniad Déjerine-Roussy, azoniad eiltuat ar gronn ruz, azoniad perenneg ar gouzerc'hvel) ; an azoniad krennempennel ; an azoniad kreizer oc'h erzerc'haat ur boukadur kreizer ha daoudu eus an derc'hvel dre dizhad talmerenn an diazpenn : mard eo ledek an kez boukadur e tinod un azoniad golo-derc'hvel ; mard eo lec'hiekoc'h e tec'han an envedi derc'hvelel gant anfiñv, ankewant, bloc'heilañ, migoun ha digasted kantaezel (sl. 1 négligence motrice).