Preder

Geriadur ar vezekniezh

tétraploïdetetraploidtetraploidel aa.

A-zivout luniadoù ezreol 'zo eus kelligoù ar soma, enno — an daou c'hamet orin o vezañ chomet diploidel e dianlen un ezreolder eus ar meioz — 4n kromozom e-lec'h 2n, niver bonan. Mar deu an daou c'hamet orin eus kerent a un spesad, ez eo an engehentad aototetraploidel ; mar deu ar gametoù eus kerent a spesadoù kevarall, ez eo an engehentad allotetraploidel (pe amfidiploidel). Allo- ha aototetraploidiezh zo degouezhioù dibarek a allo- hag aotopoliploidiezh (sl. polyploïdie).

Kent War-lerc'h