Kerentiad bevastalerioù, ennañ an tetrakiklineier naturel (klortetrakiklin, oksitetrakiklin, tetrakiklin, tetrakiklin bazenn, h.a.) hag an tetrakiklineier damgevanaoz (doksikiklin, da skouer). Ar bevastalerioù-se a harz kresk an hadennoù dre skoilhañ ouzh lenn an hilvoneg e ribozomoù ar bakteri hag ouzh dilaosk an amindrenkennoù rekis da enaozañ protein ar garvevion.