Preder

Geriadur ar vezekniezh

tétanostetanustetanoz g.

Pore grevus diwar bazhell Nicolaïer (Clostridium tetani) a ento er bevedeg e par ur gouli, leiek zoken, war-lerc'h bezañ bet e diastok an douar ma c'hell ar vazhell dreistbevañ pell. Devoudet eo ar c'hleñved gant an toksin nervwezhus danzeet a-fonn gant an kez bazhell, o kregiñ gant dargrezadoù tantek laurus er c'higennoù chageller (genglav), a aloub da heul an askil, ar c'hef hag an izili, kevret gant erzerc'hadoù hollek : terzhienn uhel, kalonustead, buanadur an anal. Seizi ar c'higennoù analañ a c'hourlaka alies ar gwenterezh kalvezadel. Ar gounervezh a bad eus 4 devezh da 3 sizhunvezh, hervez natur, lec'hiadur hag astenn ar gouli deroù. Ar vaksinadur reizhiadek a bourchas ur gwarezerezh diogel (sl. emprosthotonos ; Rose : tétanos céphalique ou hydrophobique de  ; Larrey : tétanos dysphagique de ).

Kent War-lerc'h