Azoniad arsellet dreist holl gant ar bugel yaouank, dibaotoc'h gant ar venev, naouus dre varradoù dargrezadoù kigennel, lec'hiet dreist holl en eizhaennoù an izili, en ervez d'en em astenn d'an izili hag a-wechoù d'ar c'hef. Mar c'hoarvez an dargrezadoù dre resmiadoù, e c'haller o devoudañ ivez ent danzeadel dre amwaskañ gwazhied ha nervennoù an izili tizhet, o lakaat war-wel evel-se ur stad padek a spasmofiliezh. Darvezout a ra an detaniezh er gwadisvec'hioù kalkiom, gant digresk er gwad eus ar c'halkiom ionaet (arskoedisvorc'hioù, negezioù ha misugoù kalkiom) e-doug an alkalozioù (c'hweladoù) ha poreoù 'zo.