Usvoll ar c'horrwazhied kroc'hen, oc'h amparañ ur rouedad ruz fin diverkadus dre ar gwerennwaskañ. — k. hêrezhel gwadliñvus : sl. angiomatose hémorragique familiale, angiomatose héréditaire hémorragique, maladie de Rendu-Osler. — k. begennel : sl. tache rubis. — k. gwenaennek : angiokeratom, angiom kroc'hen bihan, garv ar gorre anezhañ, hiperkeratozek, sezet dreist holl war an daouarn, an dremm hag ar gousac'h.