Furm vugelel an diodezh steuzwelel familhel o tizhout ar Yuzevion poloniat a-zalc'h gant un usvec'h mono-sialo-gangliozid eus an nerveg dre zivig enzimatek (heksoaminidaz). Deraouiñ a ra e tro an oad a 5 miz, o naouiñ dre un dic'hwitadur kefredel argreskus, un delaosk eus ar c'higennoù gant barradoù dasstrizhek hag usdamoug, ha goude ur reuter ezpluskennded, un dallder hag un usklev. Imbourc'h al lagad a lak war wel un takad ruz kerez war ar vrizhenn, gant pe hep isteñv gweledel. Echuiñ a ra ar c'hleñved gant ar marv er fallezh e tro an oad a 2 pe 3 bloaz.