Preder

Geriadur ar vezekniezh

tampon1 pad 2 buffer1 tapon g. 2 skurzer aa. & g. -ioù

1 Tamm kotoñs, gazenn, h.a., arveret evit araezañ ar gwadkae pe spluiañ linvennoù pe borc'hadennoù. 2 Nep danvezenn azdodet d'un dileizhenn en araez da skurziñ argemmoù ar pH anezhi, eleze d'e virout arstalek na pa vez ouzhpennet un drenkenn pe ur vazenn. Ar peurliesañ e vez an trevnadoù skurzer meskadoù ur vazenn wan gant un hal eus an kez bazenn diwar un drenkenn greñv pe, aliesoc'h c'hoazh, meskadoù un drenkenn wan gant un hal eus an kez drenkenn diwar ur vazenn greñv. Ar skurzer pouezusañ zo amparet, er plasma, gant an daouad CO 3 H 2  / CO 3 NaH : kediañ a ra gant nep trenkenn greñv oc'h enteiñ er bevedeg, o furmiñ ganti un hal hag oc'h erlec'hiañ outi an drenkenn wan dilaosket gant an dazgwered. An hemoglobin, ar proteinoù plasmatek, ar fosfatoù n'int nemet skurzerioù ambrougat.

Kent War-lerc'h