Genad preñved lurellek (an teniaed) eus urzh ar C'hestod, ennañ meur a spesad oc'h arvevañ ouzh an den pe al loened uhel. An eil re a gaver er stad oadour e kanol vezhur an den (T. solium, T. saginata oc'h erialañ da heul euvridigezh kig hoc'h damboazh evit an hini kentañ ha kig bevin evit an eil ; Hymenolepis nana, h.a.), hag ar re all zo arvevaded an den e rezh ekinokok pe hidatid, lankad dedreiñ etre ar rizhell hag ar stad oadour (sl. proglottis ha strobile).