Preder

Geriadur ar vezekniezh

tachysystolietachysystolesistolustead g.

Herregezh ezreol ar sistoloù kalon. — sistolustead kentezel : seurtad kalonustead diwar werederezh ezreol ur broudalf ezlec'hiat kentezel, disheñvel diouzh ar gougren. Argrezadoù ar c'hentezioù a ya lerc'h ouzh lerc'h diouzh ur c'hellusk reoliek eus 130 da 250 dre vunud hogos atav, dispartiet an eil re diouzh ar re all gant un diastol berrbad. War ar c'halonvarrwezad ez eo direizh neuz ar wagenn P hag argemmus eo amzer an tredanren kentez-kofig. Ar peurliesañ, argrezadoù ar c'hentezioù a zelank ar c'hofigoù gant ur gorvez nebeutoc'h buan, rak bez' ez eus ent reol un tolc'had kentez-kofig 2/1 pe 3/1, war-gemm a-wechoù . Dalc'hus kenan eo ar migorvez-se : grevus eo pa zarvez e-kerz ar pistriadur digitalek pe ar c'halonanaezioù en ur stad arbadet. — sistolustead kofigel : stad rakkrehadel ar c'hofigoù (sl. flutter).

Kent War-lerc'h