Preder

Geriadur ar vezekniezh

tableaux A, B et C ◊ ◊ taolennoù A, B ha C

Rolloù ma oa enskrivet an danvezennoù pistriek arveret er vezekniezh hag a oa ar pren, ar piaou, ar gwerzh hag an arver anezho reolennet gant deved an 19 du 1948. Renket e oa an danvezennoù pistriek en daolenn A, ar baderioù en daolenn B hag an aozadoù dañjerus pe da vezañ miret en disparti en daolenn C. — Deved an 29 kerzu 1988 en deus daskemmet reolennadur hollek an danvezennoù pistriek, rummet adalek neuze e danvezennoù dañjerus, pistriek, bader (da heul an daolenn B) ha bredwezher. An daolenn A kent a zeu da vezañ al Listenn I hag an daolenn C kent al Listenn II (sl. médicament soumis à prescription).

Kent War-lerc'h