Preder

Geriadur ar vezekniezh

tabes ou tabèstabestabez g.

Nervanaez a orin sifilitek, naouus ent neuziadurel dre anafoù dic'henezhadel gwriziennoù adreñv ha pañsoù adreñv ar mel a-livenn, oc'h erzerc'hañ ent klinikel dre strafuilhoù an doneraeziñ gant steuz an damougoù, istant, digenurzh (ankedre, arouez Romberg yaek), barradoù laurus grezvarrek a lec'hiadurioù diseurt, un tizhad eus nervennoù klopennel 'zo ha strafuilhoù teñvañ. Yaek eo dazgwered Border-Wassermann el liñvenn benn-kein.

Kent War-lerc'h