Preder

Geriadur ar vezekniezh

syringomyéliesyringomyeliakavnvelad g.

Naoued dezverket gant bezañs ur gavenn greiz er mel a-livenn gouzoug-kein, ken emañ boulc'het gwiennoù ar stirad livenn-derc'hvel o tevoudañ un tizhad daoudu e-pign (eleze bevennet en nec'h hag en traoñ) ha hanbarus ar gwrez- hag al laureraeziñ hep strafuilhañ ar stokeraeziñ (distroll kavnveladel). Astenn ar gavenn war-du korn araok ar mel zo en ervez da zec'han miloc'hioù trobarzhel, an astenn war-du ar c'horn adreñv mieraezioù bloc'hel, dezho bepred avat ul lec'hiadur metamerek ; emañ an astenn war-du ar c'horn kostezel en ervez da zegas direizhoù pikernennek. Pa astenn ar gavenn betek an hirvel, e komzer eus kavnvelhirvelad pe zoken eus kavnhirvelad pa vez kantet en hirvel. Ar goulakadur boasañ a-zivout orin ar c'havnvelad a ra anezhañ ur gammneuziad, an arguzenn harpañ o vezañ liested ar c'hammneuziadoù lec'hiek kevredet (klopennfoeñv, spina bifida, kammneuziad Arnold Chiari).

Kent War-lerc'h