Preder

Geriadur ar vezekniezh

syphilissyphilissifiliz b.

Anvet ivez gwechall naplez (Gl. mal de Naples, le mal napolitain), kleñved hollek poreüs hag enkoradus a zo ar gwezher kleñvedus anezhañ Treponema pallidum Schaudinn. Deraouiñ a ra dre ul livant argalet kevret gant c'hwarrennoù (darvoud kentael), lakaet er-maez pa vez ganedigel pe treuzkaset dre an hent engwazhiedel (treuzskuilhadur) ; erzerc'hañ a ra goude dre zispuilhadoù kroc'hen ha glaourgenn, a-wechoù dre danijennoù flugezel (darvoudoù eilvedel) ; diwezhatoc'h e tinod anafoù dic'henezhadel pe genkizus gwiadoù hag organoù diseurt (darvoudoù tredeel, gom, sklerozioù diseurt). Erzerc'hadoù 'zo — o tarvezout meur a vloaz war-lerc'h deroù ar c'hleñved hag o tizhout ar reizhiad nervel (tabez, seizi hollek), ar benvegad kalongwazhiedel (darvolloù), ar glaourgennoù (leukoplakiezhoù) — zo bet rummet gwechall evel darvoudoù ar sifiliz pervedel (dibaot kaer hiziv). — sifiliz dibennet (Gl. syphilis décapitée) : furm dibarek a sifiliz a grog hep livant deroù. — sifiliz kentev (Gl.  syphilis récente, Sz.  early syphilis) : sifiliz dastumet kent ur bloavezh. Seul abretoc'h e vez diournet, seul aesoc'h a se e vez ar prederiadur hag a-walc'h eo un doenad penikilin hepken. — sifiliz enkelat pe sifiliz gwadveizel : furm a sifiliz hep erzerc'had klinikel ebet, tra ma vez yaek an dazgweredoù hangaewadloezañ, malzenniñ, hangaegendreluc'hañ ha prouad Nelson. — sifiliz diwezhat (Gl. syphilis tardive, Sz.  late syphilis) : sifiliz enkelat ouzhpenn ur bloavezh ha sifiliz tredeel. Efedus e vez ar penikilin ivez en degouezh-se.

Kent War-lerc'h